Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

Guelit pebez ners e deus eur beden great gant eun ene mad ! Guelit ive pe ger mad eo an Aotrou Doue o rei d’an den-ze ar c’hras d’en em anaout, ha kementse evit rei he goulen da eur verc’hig vian !

————


Da zant Joseph.
————

Sant Joseph discleriet patron an ilis catolik. D’an eiz a vis kerzu 1870, deis gouel conception didach ar Verc’hez Vari, an tad santel en deus great discleria ar pez zo ama varlerc’h :

« Evel ma en doa Doue lakeat Joseph, map ar patriarch Jacob, da vestr var an oll Ejipt evit ma c’helje miret ed da vaga ar bobl ; evelse pa’zeo deut an amzer hag ar mare da zigas var an douar he vap unik Salver ar bed, en deus dibabet eun eil Joseph, a behini ar c’henta n’oa nemet ar skeuden, evit beza mestr ha prins var he di, hag ar gardian euz he zanvez hag euz he vella tenzoriou. »

« E guirionez Joseph en deus bet evit pried ar Verc’hez didach Mari a behini eo ganet dre vertuz ar Speret Santel hor Zalver Jesus-Christ pehini en deus teurvezet tremen e touez an dud evit map da Joseph ha beza sentuz outhan. Hag an hini o doa kement a rouaned hag a brofeted c’hoant da velet, ar Joseph-ze en deus, ne ket epken he velet, mes bevet ganthan ; he vriatet en deuz hag he garet evel eun tad. Maget en deus gant ar brasa soursi an hini a dlie an oll dud fidel eun dervez da reseo evel ar bara beo diskennet euz an Env evit rei ar vuez eternel. »

« Abalamour d’ar reng huel-ze roet gant Doue d’he zervicher meurbet fidel, an iliz e deuz ato henoret Sant Joseph dreist ar zænt all, ar muia