Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜



PENN-SKRIT


EVIT DISKUEZ PERAG EO BET GREAT
AN DIBAB KENTELIOU-MA.


————


An dibab kenteliou hag istoriou a gavot el levr-ma, lenner, a zo great evit lakat etre daouarn ar vretoned pennadou skrid eas da lenn, pennadou skrid a c’halfent da lenn gant plijadur, ep en em skuiza nag en em enoui, pennadou skrid hag a c’helfe digas laouenidigez en ho ene pa vez ho speret krignet gant eun nec’hamant bennak, pe ho c’horf torret gant al labour hag ar skuisder. Epad an nosveziou hir euz ar goanv dreist oll e ve mad kaout eul levr evelse da dremen an amzer ha da gelen var eun dro ar re hen lenn pe a gleo he lenn. Guir eo en eun darn vraz a diegeziou kristen e lenner bemnos buez ar zaent goude koan ; hogen ar pennad lenn-ze ne bad ket hir. Goudeze

1