Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/179

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

bet savet chapel santez Anna brema ez eus tost da dri c’hant vloas.

————


Santez Anna Vened.
————

Eus a bep corn a Vreiz-izel e za tud da bardona da zantez Anna Vened. Dibaot e ve caout eur barrez ha na ve enhi meur a hini hag o deus great ar pelerinach-se ; ne ket epken a so bet eno, mes zoken o deus bet eur c’hras bennag deut dezo dre zaouarn patronez Breiz. Hogen cals a zo ha ne anavezont ket ar burzudou so c’hoarvet eno pa eo bet savet chapel pe ilis santez Anna. Cridi a ran eta ober plijadur d’ar re a lenn pe a gleo lenn kement ma, o teski dezo an doare burzudus ma eo bet savet ar chapel-ze. Brema dreist oll pa zeus savet eno eun ilis caer ha bras eleac’h an hini a zo bet savet brema eus tremen daouc’hant vloas, ar pez am eus da verca a zervicho da zerc’hel sonch eus ar chapel-ze anavezet gant kellies a bardoner, eleac’h m’e deus mam ar Verc’hez silaouet mouez ken aliez a zen.

Chapel pe iliz santez Anna hag ar bourg so savet en dro dizi, a so e parrez Pluneret, teir leo dioc’h Guened. Guened eo kear benn ar Morbihan ; An Escop a jom eno, ha Duket Breiz so bet ive guechall o chom er gær-ze. Eul leo dioc’h santez Anna ema ive Alre, kerig brudet dre ar pez a jom eus he c’hastel coz, dre ar vrezel a voue lazet Charles Bleaz enhi hag a rentas Ian Monfort Mestr a Vreiz, dre ar re a voue divezatoc’h trahisset e Quiberon ha lazet e kichen couent ar Chartreuzet.