Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/201

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —

rag er pennadou ma na bedet ha na ganet ket, an darn vuia, eleac’h cozeal a velet o finval ho muzellou, o pidi en ho fart ho unan.

E Rosporden hag e Bannalec e tliet kemeret eun nebeut pardonerien. Hogen ne ket ar re a dlie mont en hent epken eo a ioa deut d’ar gar, an diou barrez a ioa deut couls lavaret a bez da reketi beach vad d’ar bardonerien. Er gariou all ive, dre ma zeat, e cavet aleiz a dud hag a ziskueze deomp ar perz a gemerent en eur vad on devoa da vont da velet patronez Breiz-Izel. Eur beden evidomp ! eur beden evidomp ! a lavarent-hi deomp dre ma tremenemp.

E santez Anna, prosesion Kemper en deus bet an digemer ar c’haera. An Aotrou Guyader, euz a C’hourin, mestr muzisian, a ioa var an hent oc’h hor gortos gant eur vanden muzisianed. Lezet en doa an holl brosesionou all evit dont a ziarben da hini Kemper, hag edont abaoue eiz heur var hent Alre, rak sonjal a rea dezho e vijemp digouezet cals kentoc’h. Evelse prosesion Kemper e divije great he antre e santez Anna evel e triomf panefe ma zeus deut glao pa edo tost d’ar Bourk.

Evel ma zeus calz a aoteriou en iliz nevez santez Anna, ar veleien a ioa eat di var iun o deus gallet lavaret an oferen santel ; gouscoude oa ouspen creis-deis pa zeo echuet an oferennou. Dalc’het ez oa zoken eun oferen da lavaret bete goude ar brezegen, hag an oferen-ze a ioa eun heur da nebeuta pa zeo comanset ; kementse evit ar bardonerien n’o devoa ket gallet caout oferen kentoc’h. E guirionez eno ez oa eun ingroez tud ; ne c’hellet ket mont en iliz evel ma caret, ha goude beza eat en ilis ne c’helle ket an oll guelet peleac’h ez oa eur belek bennag oc’h oferenna. Bez’ez oa eno, ouspen ar bardonerien deut dre an hentchou houarn euz a Gemper, a Roazon,