Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

Ar pez ma zeo an Tad, ar Mab a zo ive, ar Speret-Santel zo ive.

An Tad ne ket bet crouet, ar Mab ne ket bet crouet, ar Speret-Santel ne ket bet crouet.

An Tad zo e pep leac’h, ar Map zo e pep leac’h, ar Speret-Santel zo e pep leac’h.

An Tad zo a viscoas da virviken, ar Map zo a viscoas da virviken, ar Speret-Santel zo a viscoas da virviken.

Ha gouscoude n’eus ket tri a viscoas da virviken ; unan epken zo a viscoas da virviken.

Evel ive n’eus ket tri ha ne dint ket bet crouet, n’eus ket tri hag a zo e pep leac’h ; unan epken zo ha ne ket bet crouet, unan epken zo e pep leac’h.

En hevelep doare an Tad zo oll-c’halloudek, ar Map zo oll-c’halloudeg, ar Speret-Santel zo oll-c’halloudek.

Ha gouscoude n’eus ket tri oll-c’halloudeg, eun oll-c’halloudeg epken a zo.

Evelse an Tad zo Doue, ar Map zo Doue, ar Speret-Santel zo Doue.

Ha gouscoude n’eus ket tri Doue, ne deus nemet eun Doue epken.

Evelse an Tad zo Aotrou, ar Map zo Aotrou, ar Speret-Santel zo Aotrou.

Ha gouscoude n’eus ket tri Aotrou, eun Aotrou epken a zo.

Rag evel ma c’hourc’hemen deomp ar virionez christen anaout evit Doue hag Aotrou pep-hini euz an tri ferson-ze, evelse ive ar relijion katolig a zifen ouzomp lavaret e vent tri Doue pe tri Aotrou.

An Tad ne deo great gant nikun, na krouet, nag engehentet.