Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/253

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

a reaz he c’hallout evit he c’hounit. He bidi a reas da leina gantha en esper dont abenn d’he douelli, hag o velet e chome ato stard en he greden, her c’hassaz en eur gambr eleac’h ma lakeaz he zibenna. Ar c’hristen caloneg-ma a varvaz an eiz a vis kerzu 1602, d’an oad a bemp bloaz ha tregont.

Ar memes dervez, ar gouarner a ieas da di Taquenda. Oc’h he velet, en em lakeas da vouela, ha Taquenda a deuaz ive an daelou en he zaoulagad. Chom a rejont eur pennad ep gallout comz an eil oc’h egile. Var gementse e tigouezas mam Taquenda, hanvet Jannet er vadiziant.

— Itron, eme ar gouarner, red eo din mont dioc’htu da rei da c’houzout d’ar roue e pe zonch ema ho map. Va zicourit eta, me ho ped, d’he lacat da zenti oc’h ar prins.

— N’em eus netra da lavaret dezhan, eme ar vam gristen, nemet ne oufet ket prena re ger eun eurusdet hag a bado ato.

— Mes, ma na zent ket oc’h ar roue, o pezo ar c’hlac’har da velet dibenna ho map !

— Plijet gant Doue, eme ar vam, ec’h elfen meski va goad gant he hini !

Ar gouarner a zonjas neuze e teuje kentoc’h a benn euz he vignon pa vije dispartiet dioc’h he vam. He gas a reaz eta da di eur paien, hag eno e reaz he c’hallout evit he c’hounit. Hogen poan gollet e voue dezhan. Neuze ar gouarner a gasaz eun den evit he zibenna.

Taquenda a voa o c’hortos kementse, hag a recevaz ar c’helou gant eur joa vraz. En em denna a reaz eur pennadic da bidi. Neuze ez eas da gaout he vam hag he bried hanvet Agnez evit discleria dezho an urz a ioa deut beteg enha. An diou gristenez calonec-ze a voa en ho guele. Sevel a rejont