Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —

ret evit ho c’hrouadur, rag n’o doa ket a vugale.

Madalen a lavaraz, en eur zigouezout, d’an diou Itron Jannet hag Agnez, e tlient beza staget ho zeir oc’h ar groaz en nosvez-ze, hag ar potrig ive. Kement se a reas kement a blijadur dezho, ma na vouient ket penaus diskuez al levenez a voa en ho c’halon, ha ma voant evel pa vijent eat er meaz anezho ho unan o trugarecat Doue hag o comz euz a c’hloar ar verzerinti. Loizig ive a zride he galon, hag eun dudi oa he glevet o lavaret pe gen euruz eo ar re a scuil ho goad evit Jesus-Christ.

VI

Er bloas 1616 e tirollaz eur vrezel nevez a enep ar relijion gristen er Japon. Eun Impalaer iaouanc a ioa nevez savet var an tron. He dad en doa laket cals christenien er prizoniou, hag araog mervel e lavaras d’he vap e tlie ho distruja oll, hag ar map a zentaz oc’h he dad criz. Neuze e voue merzeriet eun niver braz a gristenien hag en ho zouez meur a vissioner. Lod a voue lazet dre ar c’hleze, lod all dre an tan.

An impalaer nevez, o veza deut da gear Meaco, a glevaz oa leun ar prizoniou a gristenien. Dioc’htu e roaz urs d’ho devi oll goazed ha merc’hed, coz ha iaouanc. Ne fellas ket dezhan e vije gortozet eun derveziou bennag gant eun itron a reng huel a ioa tost da vouilloudi. Pa voue deut an deis merket, e voue casset ar gristenien, antercant anezho, en eur porz eleac’h ma vouent liamet. Neuze e vouent casset var eun dachen e creis kear eleac’h ma vouent laket e kirri, ar voazed e lod hag ar merc’hed hag ar vugale e lod all ; hag ar vugale-ze a ioa c’hoas lod anezo o tena. Eun trompiller a iea