Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

An daou zen henorapla euz ar vanden verzerien-se a voa Ian Faximoto hag he c’hreg. Ian Faximoto oa unan euz ar brassa Aotronez a lez an Impalaer. He c’hreg e voa an hini n’en doa ket prijet an Impalaer gortos ma vije gouillioudet araog he lacat d’ar maro. C’huec’h bugel o doa. Ar c’hossa euz ar botred a voue saveteet en despet d’an tad ha d’ar vam pere o divije caret mont dirag Doue gant ho bugale oll a vanden. Ar pemp all a voa diou verc’h, unan daouzeg, hag eun all tri bloaz, ha tri botr, unan unneg, eun all eiz hag eun all c’huec’h vloas. Ho femp e talc’hjont mad beteg an huanad diveza, hag e c’houzanvjont ar verzerinti gant kement a galon evel ho zad hag ho mam. Goude ho maro e voue cavet ar verc’h viana e kerc’hen he mam, ha stag outhi evel pa na raje an daou gorf nemet unan.

VII

Ar re ma rea tiranted ar Japon ar brezel dezho gant muia counnar e voa ar vissionerien. Evit chasseal evelse ar relijion hag ar veleien euz an Europ, e cavjont sicour aberz an Hollanted hag ar Zaozon. Er bloas 1621, eul lestr euz an Holland pe euz a Vrozaoz a bacaz eul lestrig euz ar Japon hag a voa christenien enha. E reng ar gristenien-ze e voa daou dad missioner guisket evel daou varc’hadour. Unan anezho a ioa eun tad a urs Sant Augustin hanvet Zugnica, euz a Spagn ; egile a voa eun tad a urs Sant Dominic, hag a voa he hano Lois Florez, euz a Flandrez. Tad Per Zugnica a voa a lignez huel, hag a voa bet Bez-roue er Mexic. Ar Zaozon hag an Hollanted a reas kement epad eur bloas ma voue dêvet an daou dad missioner-ma, cabiten al lestr hag hi, an deg a viz eost 1622. Ar re a voa gantho var al lestr a voue dibennet oll. Lavaret e voue dezho e

14