Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —

vije lezet ho buez gantho mar carjent azeuli fols doueou ar Japon ; mes nicun anezho ne falgalonaz ; oll e talc’hjont mad d’ar feiz, hag oll e chouzanvjont ar maro.

Ouspen ar verzerien-ze a lakeat d’ar maro a vandennou, e voa c’hoaz eun niver braz harluet, casset da garteriou gouez eleac’h ma varve meur a hini anezho gant an naoun hag an dienez. Guelet e voue neuze er Japon kement a ioa bet guelet e Rom hag e leac’h all epad an tri c’hant vloas kenta euz an ilis. Guelet e voue tud euz ar goad huela casset d’an harlu o scrifa liziri caer evel a rea an ebestel hag ar verzerien genta da dud ho c’harter evit rei calon dezho da zelc’her mad d’ho relijion. Guelet e voue gragez ha plac’het iaouanc casset da diez fall o sonjal ho dishenori, o trailla ho bizach gant ar gontel pe gant ar sizail evit dont da veza diforch ha spont ho guelet, evit gallout miret evelse ho guerc’hdet. En eur ger, christenien ar Japon a roaz an oll skueriou caer a laca ac’hanomp souezet pa ho lennomp e buez ar zænt a veve en amzer an Impalaered paien.

Er bloas 1613 an Impalaer a c’halvas pevarzeg dijentil christen d’he lez, hag a c’hourc’hemennas dezho lezel al lezen gristen ha stouet dirag ar fals doueou. Evel ma talc’hent mad d’ho relijion e voue lamet ho madou digantho hag e vouent harluet.

Daou floc’h christen, o velet n’oa ket hano anezho, a c’houlennas mont d’an harlu gant ho mistri. Guelet e vouent oll, gant ho gragez hag ho bugale, o vale dre ar gouelec’hiou hag ar c’hoajou, ep ken sicour na bevans nemet ar pez a zigase dezho providans Doue.

O velet an hiskin-ze, eun demezel euz al lez hag a ioa caret cals gant an Impalaer, evit tenna var-