Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/260

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —

Pa oue en em skignet ar brud euz ar varnedigez-ze var ar meaz, e voue guelet o tont etrezeg kear beteg ugent mil gristen d’en em ginnigen da vont d’ar verzerinti gantho. Kementse a scoas kement calonou an oll, ma veljot tud euz a lez ar Roue, o doa nac’het ar feiz evit plijout d’ar prins, oc’h ober pinijen dirag an oll, hag o c’houlen beza ive merzeriet. Hag evel ne roet ket dezho ho goulen ez ejont anezho ho unan en harlu gant oll dud ho zi.

D’ar seiz a viz Here, dioc’h ar mintin e teujot da lenn da gonfessoret Jesus-Christ ar zetans ho c’hondaone da veza dêvet. Braz e voue ho levenez. Eun dra gouscoude a vanke dezho, caout ar c’hras da gommunia ; hag ar c’hras-ze o devoue ive. Pa voue deut an heur dezho da vont da dachen ar verzerinti, e voue guelet eun dra ha n’oa ket bet guelet marteze abaoue ar penn kenta euz an ilis ; eur guir driomph a voue great d’an eis merzer-ma.

An ugent mil gristen deut divar ar meaz a deuaz e kear gant eun urz ar c’haera, eur c’harlantez var benn pephini anezho hag ho chapeled en ho dorn. Christenien kear a voa ive var dro uguent mil all anezho, pep a c’harlantez gantho ive var ho fenn ha pep a bilet coar en ho dorn, ha pa ziblasaz an eis merzer, en em lakejont oll a reng a bep-tu dezho evit ho heuilla. Ar verzerien a ioa er c’hreiz. N’oant ket liamet, mes ar vourrevien hag eun nebeut soudardet a iea var ho lerc’h. Eur vandennig dister e voant e kichen daou-ugent mil gristen ma vije falvezet d’ar re-ma tenna ar verzerien euz a dre ho daouarn. Hogen ne ket ar c’hoant-ze eo o devoa ; mar o devoa eur glac’har bennag, oa defaut beza merzeriet eveldo. Ar re a ioa da dosta d’ar verzerien, a gomze outho, ha ne voa ken hano gantho nemet