Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —

Merc’h ar vam galonec-ze, c’hoar ar merzer bihan, ar verc’hez Madalen, oajet a naonteg vloaz, a ioa c’hoas caeroc’h da velet evit he mam hag he breur. Ne jome nemethi beo, ha petra bennag ma voa an tan crog enhi a bep tu, he guelet c’hoas leun a vuez hag a nerz. Chom a rea ep finval ; he daoulagad savet etrezeg an Env. Lavaret e vije ne zante ket he foan, e voa eat er meaz anezhi he unan hag e vele dija ar barados digor. Bars ar fin he gueljot o testum glaou tan gant he daou zorn, hag oc’h ho lacat var he fenn evel eur garlantez pe eur gurunen. O velet ez ea ep dale da vervel, e felle dezhi, red ha ma ve, lacat eur gurunen var he fenn da vont da gaoud he fried divin. Gouscoude an tan he dêve nebeut ; hogen dre ma zea he nerz digant he c’horf, he ene a vije lavaret a greea keit ha ma chomas buez enhi. Erfin e risclas goustadig dioc’h he feul, e c’hourvezaz ep freuz ebet var ar glaou ruz evel pa vije bet oc’h en em asten var eur guele soupl, hag e rentaz he huanad diveza.

Neuze ar zoudardet a ioa e kelc’h en dro d’an tan, ne vouent mui mistri, ha ne heljont ket miret oc’h ar gristenien da gas gantho corfou ar verzerien ; ar c’horfou a voue cavet en ho fez, ha n’oa c’huez ebet gantho. Cas a rejont gantho beteg ar glaou var bere oa bet astennet ar c’horfou santel-ze, hag ar peuillou ous pere e voant bet stag.

Corf ar Verc’hez Mari Madalen a voue douget da genta da Vourc Couzura, gant tud ar vourc’haden-ze ; hogen great e voue dezho he zigas en dro, hag ar c’horfou a voue laket oll en archedou great gant coat prisiuz, ha laket voulous diabarz ennho. Neuze e vouent caset da Nangazaki ha laket etre daouarn Escop ar Japon, gant eur scrit divarbenn ho merzerinti sinet gant eun niver braz a destou. An