Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/265

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

Loizic a zilaoue he vam didrouz evel eun Æl. Eur bourreo a scoaz ar potrig ; mes beg ar goaf a risclaz ha n’hen toullas ket. He vam e devoue aoun na deuje da falgaloni, hag a zavaz he mouez evit lavaret dezhan gelver Jesus ha Mari d’he zicour. Loizig, ep beza strafuillet a grias : Jesus ! Mari ! ha kerkent e recevas taol ar maro. Ar zoudart a dennaz he glao goadeg euz a galon ar map hag her sanclas dioc’htu e calon ar vam.

Ne jome nemet Agnez pried Taguenda. Houma a voa iaouanc, hag e doa eur genet dispar. He dousder hag he glandet a denereas bete calon ar vourrevien. Edo var he daoulin o pidi e tal he c’hroaz, ha den ne deue d’he staga outhi. O velet-se, evit lacat ar zoudardet da zont d’he staga, en em lakeaz he unan kempenna ma c’hellas var dreuziaden ar groaz. En em lacat a reaz eno gant eun ear kel laouen ha ken dereat ma lakeas cals tud da vouela. Ar vourrevien ne douchent ket outhi. Evit gounit arc’hant, daou pe dri maleurus a zervichas dezhi da vourrevien. Evel ne vouient ket an doare da vania eur goaf, e rojont dezhi n’ous ket pet taol araog he skei d’ar maro. An oll a scrije o velet ar gigerez-ze ha prest avoalc’h e vijent lamet var an dud criz-ze evit ho dispen. Agnez epken a jome didrouz, ep ober eur glemaden. He c’hlevet a reat o veuli Doue hag o c’helver Jesus ha Mari beteg an huanad diveza.

Roue Fingo a zonje dezhan en divije great aoun d’ar gristenien o scuilla goad ar verzerien-ze. Guelet a reas souden eo muioc’h a gourach en doa roet dezho. An hini zoken en doa dibennet Taquenda a voue ker scoet o velet ners calon ar verzerien, ma c’houlennaz ha ma recevaz ive ar vadiziant ; ha goude ne c’houlenne ken nemet beza merzeriet he unan. Goulennet e voue otre ar Roue evit distaga corfou