Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

great an traou caer ma comzomp anezho, n’en deus great nemet lavaret eur goms epken evit sevel an oll penn-oberou-ze hag ho zevel euz a netra !

An Env hag an douar a lavar deomp eta freas : Doue, Doue eo an hini en deuz hor great. — Ar Mor a lavar deomp ar memes tra.

Netra ne sco kement speret an den evel ar guel euz ar mor bras ; netra ne ro deomp guelloc’h eur skeuden euz a oll-c’hallout hor c’hrouer. Ar vech kenta ma teu daoulagad eun den da bara var ar mor, e tle a dra sur chom souezet hag estlamet. An den a dle chom evel pa ve saouzanet var an aod, aoun a dle da gaout o chench plas d’he dreit o velet dirazhan an doureier bras-ze, ar mor-ze kel ledan ma ne vel fin ebet caer en deus cas he zell hirra ma c’hell, ar pez a dle digas da zonch dezhan euz an eternite. Crena a dle oc’h en em velet ker bihan e kenver an oberou-ze euz a zaouarn an Aotrou Doue ; dreist oll pa vel ar c’houagou o sevel evel meneziou beteg an oabl, oc’h eonenna, o cleuza goudeze stankennou bete gouelet an doureier, hag o tilamet a gas evel pa zeufent da lonca an douar ! hogen ne ket red caout aoun ; eur c’hreunennik treaz a ziarbenno an tarziou fuloret-ze, ne daint ket larcoc’h evit al leac’h so merket gant dorn Doue, ha pa vezint deut beteg eno ez aint var ho c’hiz en eur virvi hag en eur sourral.

Ar pez a ra ma laca ar mor braz an den da zonjal cals muioc’h evit na ra an douar, eo ma zeo sclerroc’h an taol lagad, ma zeus muioc’h a emgleo etre an oabl hag ar mor eget etre an oabl hag an douar. Ar mor so evel ar mellezour euz an Env. An oabl hag an dour en em gleo, hag a gas ho sclerijen an eil d’egile. Ha tenval eo an