Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 282 —

reaz an dro dan ti ; sellet a reas piz a bep tu ; mes ne velas netra. Kementse he lakea nec’het.

— Gouscoude emezhi, clevet em eus skei var an or, hag a dra zur e tle beza dre aze unan bennag hag en deus riou ha naoun, pe marteze encrez.

Setu-hi, eleac’h mont d’an ti en dro, hag o vont varzu ar c’hoat, varzu Itron-Varia an Derven. Eun dra bennag a lavare dezhi e voa unan bennag hag a c’houlenne sicour diganthi. An avel a c’hoeze hag a voude : lavaret e vije e clefjet moueziou tud oc’h en em glem. Godig a zonje en eneou ar purgator, hag a valee en eur lavaret ar chapeled hag an De profundis.

III

Godik n’oa ket aounik. Ne alle ket miret gouscoude da veza strafuillet eun tamig o clevet an avel o sourral hag o sonjal er pez a deue en he speret.

Goude beza pedet eun nebeut dirak Guerc’hez an derven, Godig en em gave diencrezet, hag e sonje sevel ha distrei d’an ti, pa glevaz eur griaden skiltruz, eur iouaden glemnuz hag a ieas beteg he c’halon.

— Daoust, emezhi, ha va fenn a ia e barboel, daoust petra zo en nos-ma ? ha neuze eur baourez kez eveldonme, pe seurt vad a oufen-me da ober da zen ? Gouscoude mar deuz unan bennag e poan, eo red din he zicour. Ne ket evit netra en deus Doue va digaset beteg ama.

Ha Godig, he chapelet en eun dorn, hag he inkin benniget en eun dorn all, en em lakeas da dreuzi ar c’hoad.

Castel an Hardouinay ne veze tud enhan nemet eur vech en amzer. Abaoue ma voa tremenet Jannet a Frans dre eno, tud ar c’harter n’o devoa guelet nemeur digor doriou ar C’hastel ; en hevelep doare