Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/342

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 326 —

— Ha penauz ec’h eus gallet tec’het ac’hano.

— Ar gouarner en deus credet ez oa cassoni etrezoc’h-hu ha me, hag abalamour da ze en deus bet madelez evidhon. Va lezet en deus da vont e leac’h ma carjen gant na dajen ket er meaz a gær. Evelse em eus lavaret kenavezo dezho. Hogen ar zaos n’en deus ket collet ganeme.

— Penaus ta ?

— Me’m eus lezet eun all em leac’h.

— Ha piou ?

— Paotr ar c’har goat. Ar gouarner o veza gouezet oa bet o sellet dre doul an alc’houez an nosvez m’oac’h tec’het kuit, hag o velet ar gounnar a ioa enhon me dre’n abeg ma voan dilezet ganeoc’h, en deus credet e voa a unan ganeoc’h, hag en doa ho sicouret da nijal euz ar gaoued. Ha setu perag eo laket Ioun en toul da ziskuiza eun nebeut.

— Eul labous atao eo eleac’h tri ; ar gaoued da viana ne vezo ket goullou tre.

— Asa, eme Rohert, ha brema, petra raimp ni ?

— Hirio, eme Ian Bart, ez eus fest epad an deiz. Varc’hoaz avad ez aimp adarre var ar mor. Eun tamig dle on eus destumet e Plimouth hag a zo red deomp da baea d’ar zaoz.

— An dra-ze zo guir ; eun tamig dispign o deus bet ganeomp.

Eun nebeut derveziou a dremenas gouscoude araog ma teuas an urs dezho da vont var ar mor. Dont a reaz erfin, ha Ian Bart a ioa pourchasset oll he lestrig pa zigouezas var rad Dunkerk daou-ugent lestr brezel etre listri saoz ha listri Holland. En em gilla a rejont en dro d’ar rad ha d’ar pors mor ; ma na alle mui lestrig ebet mont er meaz euz ar pors.

Ian Bart a iea hag a zeue var eun deven a zioc’h