Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/343

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 327 —

ar rad, en eur fumi he gorniat, hag o teleur beb en amzer sellou treuz var ar c’hoajat listri. Robert a zigouezas gantha, hag a lavaras :

— Setu ni adarre er prizon-ta ?

— Hum ! eme Ian Bart, eur goal gae o deus laket aze deomp ; gouscoude etre an daou lestr-hont ez eus marteze eun or ledan avoalc’h evit eur fregaden.

— Pe seurt daou lestr ?

— Sell, ne veles ket, an daou lestr saoz-hont, an daou vrassa. Ne ve ket lavaret o deuz ar zaozon lezet ahont eunn alez da bourmen ?

— Ia, mes ar guez so var bord an alez-ze, eleac’h deliou ha frouez, a zo bouliji enho.

— Guaz aze, me ranc guelet. Ne veles-te ket du-ze, a bell var ar mor, listri marc’hadour o vont ken dibreder evel pa ne ve mui a dud a vor e Frans. Ne gavin ket mad va butun mui ken n’am bezo lavaret eur ger pe zaou d’ar re-ze. — Ha Ian Bart a stoke he gorn var ivin he vez meud evit discarga al ludu anezhan.

— Neuze-ta, Cabiten, eo great ho sonch ganeoc’h ?

— Ia, great mad. Ha te, ne deui-te ket ganeomp ?

— Oh eo. Pe zeis ?

— Lavar-ta, pe nosvez ? Rag e creiz an noz eo e tremenimp, ar c’hef tan en hon dorn, dindan moustachou ruz ar c’homodor.

— Ha mar bezomp clevet ?

— Mar bezomp clevet, e suillimp ho baro da unan bennag euz ar zaozon, e tivarc’himp unan bennag euz ho listri, ha goudeze… tan… hag e savimp en ear, Ioun zaoz ha ni.

— Mar tigouez kementse, e c’houlennan ar garg da lacat an tan er poultr.

— Hag e pezo, gant ma laki an tan gant va