Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/351

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 335 —

vartolodet kemeret ho armou ha sevel var bont ar Sant-Loiz evit, ac’hano, guelet petra dremenje var al lestr saoz.

Pa voa echu an dijuni, Ian Bart a lakeas tan var he gorn hag a zavas var ar pont da fumi. Ar C’homodor, red ha ma vije, ne gave ket fall ar moget butun en deiz-ze, rag delc’her a rea ato skoaz oc’h skoaz gant Ian Bart.

Hogen Robert a evessea mad oc’h kement a rea ar zaozon, hag a velas pevar martolod, sabrinier gantho, o vont d’ar skeul dre behini e tlie ar c’habiten disken kuit. Setu hen oc’h ober eur sutaden evit lavaret d’he vartolodet beza var ho evez.

Ian Bart a glevaz ar sutaden-ze, hag a zonjas neuze e voa deut ar mare dezhan d’en em denna. Asten a reaz he zorn d’ar C’homodor evit lavaret kenavezo dezhan.

— Peleac’h ez it-hu ta, eme ar C’homodor en eur vousc’hoarzin ?

— D’ar Sant-Loiz ; mall eo.

— Amzer oc’h euz, Aotrou Bart, va frizonier oc’h ; ne dal ket ar boan deoc’h clasc mont kuit.

Ian Bart a sonjaz da genta e voa ar zaoz oc’h ober goap. Mes pa velaz an oll ofiserien en dro dezhan o tenna ho c’hlezeier, hag ar pevar martolod e beg ar skeul :

— Ah ! tri mil dogan ! tri mil trubart ! da brizonier, emezhan, n’oun ket c’hoas ! Ama, potret ar Sant-Lois ! Hag oc’h ober eul lam e tiscar a ziou hag a gleiz ar re a ioa tost dezhan, hag en eur momet en em gaf en eur penn euz ar pont eleac’h ma zoa eun donel leun a boultr. Neuze e laca he gorn, an tan varnezha, couls lavaret touch oc’h ar poultr, hag e lavar :