Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/353

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 337 —

ac’hano ep lavaret ger. Credabl e cave oa brao dezhan ma hen lezet eno da vouzat.

Pa voant eat larg var ar mor doun, Ian Bart a lavaras d’he vartolodet :

— Kerc’hit ar C’homodor ama ma vezo barnet, hag e testumaz he oll ofiserien en dro dezhan.

Ar C’homodor, ouspen ma voa trubard, a voa ive digalon. Collet en doa he benn, gant he strafuil. Cavet e voue en he gamprik, liou ar maro varnezhan. Anter varo oa gant he encrez ; he zent a stracle en he benn, ha ne alle ket lavaret diou goms var eün. N’oa ket guest da vale, hag e voue red he zougen pe he dreina d’ar lezvarn.

Ian Bart a c’houlennas neuze digant he ofiserien petra zonjent euz ar c’habiten saoz. Oll a eur vouez e tisclerjont oa eun trubard, eun treitour euz ar re voassa, hag e tlie beza barnet d’ar maro. Ar c’habiten a reas neuze scrifa eur setans, hag a c’hourc’hemennas da Robert he lenn a vouez huel d’an torfetour.

Ar C’homodor a grede ive ker mad ez ea da goll he vuez, ma na elle mui en em zerc’hel var he izili. Red e voue da zaou vartolod he zerc’hel epad ma lennet ar setans.

Setu ama ar setans-ze :

« Ar c’habiten Bart, dre anaoudegez vad e kenver ar C’homodor Philips evit an dijuni c’hoek en deuz great ouz he daol er mintin-ma, her ped d’he dro da zont da leina gantha var al lestr Sant-Loiz. »

Ha setu penauz en em venje ar martolod-calonek ze.

Ama ec’h echu ar pennad histor am eus laket e brezonek. Ne allan ket miret gouscoude da verca c’hoaz unan euz a daoliou caer Ian Bart. Lois pevarzeg a ioa neuze Roue e Frans, hag ar brud euz a vartolod bras Dunkerk a ioa eat beteg enha. Ne