Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/364

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 348 —

a ioa enhan. E keit ha ma vouemp o vont di, n’o pije ket tennet eur ger euz he benn nemet divar benn Borneo. Eno en doa sonch da ober eun eost bigerniel euz ar puilla. Dioc’h he glevet Borneo a ioa eur barados var an douar. C’hui lavaro oc’h petra oa henvel, emezhan, an enezen vras-ze ?

— Oc’h an Itali marteze, pe oc’h Spagn.

— Ne maoc’h ket ganthi, nag a dost. Borneo, emezhan, a ioa henvel oc’h eur Baot (tortue) cousket var an dour.

— Tron-de-ler, a liviris-me, evit poazat ar baot-ze avad e ve red caout eur pod ha ne ket eur podig e ve ! Hag ar grogen divar he c’hein a rafe eul lestr goest da zigemeret oll bugale Adam.

III

— Cabiten, livirit deomp hag e Borneo eo e cafjoc’h Colibri ?

— Ia, ia, mes araog he gaout e veliz eno meur a dra ha n’em boa ket guelet bete neuze. Me’m eus cutuillet eno histr e scourrou ar guez evel ma cutuïllit per pe avalou en hor bro-ni. Ah ! c’hoarzin a rit ? An dra-ze zo gouscoude ker guir ha ma lavaran deoc’h. Me ive a voue souezet hag am boa beac’h o cridi d’am daoulagad. Hogen va orin ar bigorneter a ziscuezas din eun dervez penauz e tigoueze kementse.

Er goanv, pa deu glaoeier braz evel a vez er broiou-ze, ar guez-ze a vez goloet gant an dour. An histr, poulzet gant an houliou-mor beteg ar guez-ze a stag oc’h ho scourrou ; goude pa za an dour beuz kuit, an histr a jom stag hag ho c’haver neuze da gutuil evel frouez. Dont a ra Sinais da zestum an histr-ze. Eno avad ne rer netra evel e lec’h all. Ar re-ze a zastum