Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/366

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 350 —

— Oh ! tud gouez an enezen-ma ne zebront ket a dud !

— Neuze-ta, n’eus netra evit ho tistrei ?

— Netra, cabiten ; rak-se ta e roit din an aotre da vont varc’hoas ?

— Nan, re roan ket.

Var gementse ar bigorneter a loske eun huanaden ha ne lavare ger mui. Hogen mar doa pennog ar c’habiten, ar bigorneter a ioa c’hoas goasoc’h. Pedi hag aspidi a reas kement ma voue lavaret dezhan eun dervez ober evel a garje. M’o pije guelet neuze ar bigorneter ar fouge a ioa enhan o tont d’am c’haout ; eur jeneral hag en deus gounezet eur victor vras var enebourien he vro ne ziskuez ket kement a levenez.

— Varc’hoaz, emezhan, e zaimp mintin mad ; bezit prest.

— Ia, eme ve, mes ne ouzon ket ha ni a gavo martolodet da vont ganeomp ; rag evidomp hon daou ne c’hellomp ket mont a bell dioc’h an aod.

— Oh, caout a raimp, n’o pet ket a nec’h.

Caout a rejomp e guirionez c’huec’h martolod hag a assantas dont ganeomp da gas deomp hor bak, gant gouscoude ma tistrojemp en dervez-ze da bardaez. Lacat a rejomp e goueled ar vag armou evit en em zifen, mar bije izom, he setu ni en hent. Caout a rejomp eun tamik ster hag e zejomp gant ar ster-ze hirra ma c’heljomp en douar. Dre ma pelleamp dioc’h an aod, ar c’hoad a deoea hag a denvalea en dro deomp, ha tachadou ar scourrou hag al liamfrouez a iea euz an eil tu d’egile d’ar ster hag a stanke an hent ouzomp.

Hor bigorneter a ziscolpe he zaoulagad dre ma zea, o clask guelet eur c’holibri bennag, ha ne gleve netra euz ar pez a lavaremp. Rak ni a ioa nec’het.