Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/418

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 402 —


Rieu ha Redon.
————

Brema ez eus pell, pell amzer, eur vanden verc’hed euz a ger Rieu a ioa o voalc’hi dillad er ster. Ar ster a ioa scornet ; an dour a ioa ien da droc’ha ; an avel a ioa put da zevi. En eur zouba ho dillad en dour, ar merc’hed, evitho da gaout riou, a drabelle ; aoun o doa marteze na scornje ive ho zeod mar hen lesjent da eana. Comz a reant a bep tra, ha caout a reant eur ger da lavaret divar benn pep hini.

Hag an droug prezeg a iea en dro ; hag an teodou a gave peg en hema, en hounnont ; eun difram bennag a gavet da ober e sae pep unan. An drabel a bade abaoue eur pennad mad, hag a iea ato var gresc. Hogen divar greis ma zea drussoc’h drussa an teodadou, setu eur manac’h o tremen, hag hen en em lacat da gelen ar merc’hed :

— Perag, va c’hoarezed, emezhan, kement a zroug prezegerez divar benn tud ha n’o deus great droug ebet deoc’h ? Perag ne gomzit-hu ket euz a vertuziou ar re all eleac’h comz euz ho fec’hejou pe euz ho faziou ? Ho labour ne ve ket tennoc’h, ho coustians a jomfe digataroc’h.

— Petra glasc ar manac’h-ze ? Eme unan euz ar c’houezierezet en eur deleur varnezhan eur sell treuz. It gant oc’h hent, manac’h brao, ha list ama didrous da labourat ar re ne leveront ger deoc’h.

Ar manac’h a ieaz ebiou ; he gomzou avad a jomas beget var galon ar merc’hed. Eat eun tamig droug