Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/425

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 409 —

pa’z eo lamet digantha, ne zonjo nemet e Doue hag ema sur euz he zilvidigez.

Perag em eus roet an tas arc’hant da eun den hag en doa hon digemeret ker fall ? An den-ze so eun uzulier. Ne glasc nemet madou an douar. Hogen ober a ra gouscoude eur vad bennag avechou ; ha Doue ne les ket an distera ober mad ep he c’hopr. Deomp-ni en doa great eun tamig vad,ha setu perag en deus bet an tas arc’hant ; ha n’en deus netra da gaout er bed-all.

Perag em eus taolet ar paotrig mad-ze er ster ? Eanit da druezi dezhan. Evit he vrassa mad em eus he dennet eus ar bed-ma. Ma vije chomet e buez, ar bugel-ze a vije coezet eun deiz er brassa dizurziou, hag a vije en em gollet da viken. Sellit ! Neuze dre eur sclerijen abers Doue, an æl a ziskuezas d’al lean ar vuez dizuch en divije renet ar potr-ze ma vije chomet var an douar.

— Ahanta ! eme an Æl, avoalc’h oc’h eus-hu guelet ?

— Ia, euruz eo ar bugel-ze da vezo maro epad ma zeo he ene didach.

— Mad, it eta en dro d’ho coat. Adorit Doue, ha na glaskit ket gouzout perag e ra an dra ma ha perag ne ra ket an dra hont ; hogen dalc’hit sonch mad e ra ato pep tra evit ar guella.

————


SKIANT VAD
————

Er bloas 1814, an hini en deus scrivet an dra ma a voue casset gant he dud da Baris, ha lojet en eur grenn hostaliri en unan eus ar ruiou strissa eus ar