Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/438

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 422 —

catekis bennak ; mes pell a ioa em oa ho ancounac’het. Gouzout a rean difazi avoalc’h ar skianchou zo red d’an dud a vor da gaout. A hent all ne voan nemet eun azen.

Euz nosvez ma edon o ren al lestr, eun tremeniat a iea ganeomp evit beza caset d’ar C’hanada, a zavas var ar pont da gemeret an ear hag a azezas var eur rollad kerdin da zellet oc’h ar stered. Eur missioner oa a ioa bet pemp bloas varnugent c’hoaz e coajou ar bed-nevez, hag a ioa bet brema oc’h ober eur veach e Rom. Bez’ ez oa gantha daou velek iaouang, ha neuze eun all hag en doa a veac’h an doare euz a eun den ; braz ha cre evel eur marc’h, lijer evel eur c’haz, hag he vizach roudennet oll e guer, ruz ha glaz.

Ar pez diforch-ze a vije kemeret evit eun ours anter lipet, hag evit coms ne deue euz he c’houzouk nemet criadennou gouez. An den-ze gant eun taol dorn en divije gallet, a dra zur, bruzuna eskern ar galloudusa martolod ; mad senti a rea oc’h he vestr var ar ger, oc’h eur zell, lezel a rea an distera guidoroc’h d’he hiskinat, ha pa reat an heg outhan, e rea sin ar groaz hag e rede da gambr he vestr evel eur c’hi d’he lok.

Ar vissionerien-ze n’ho guelemp ket alies. Tremen a reant an deiz oll o pidi hag o labourat, o clask dezki iez an dud gouez ma’z eant da brezek dezho, eur iez hag a zo eur scrich clevet he goms.

En nosvez-ze ta o veza cavet ar missioner dibreder, e sonjis clask caoz outhan, hag e claskiz eun digarez evit mont d’he gaout. Eur blijadur ar vrassa am boue oc’h he glevet o coms din euz a goajou ar C’hanada, euz an Indianet pe an dud gouez, euz a zoare beva an dud-ze a zo o vont euz an eil leac’h d’egile ep chom da vad e nep lec’h.