nou pardaez araog ma vezont lavaret oll. Epad an amzer-ze, ofis an noz a vez canet gant solanite en ilis a zo azioc’h ar c’hraou, ha tud avoalc’h a vez eno evit carga dalc’h mad ar c’hraou hag an ilis a zioc’h.
Imach ar Mabic Jesus a vez benniget ha savet da ziskuez d’an dud. Neuze e zear e procession da aoter ar C’hinivelez. — Digouezet eno, an Avieler a gan an Aviel. Pa erruer gant ar c’homzou-ma : hag e c’hanaz he map hena, ar Mabic Jesus a vez laket var ar mean hen digemeras pa deuas var an douar ; d’ar c’homzou-all-ma : hag hen mailluras gant lianennou, an Avieler a laca eul lianen en dro d’ar Mabic Jesus ; erfin d’ar c’homzou-ma : hag hen lakeas da c’hourvez er manjouer, an Avieler a gas ar Mabic Jesus hag hen laca da c’hourvez en eur c’havellic var ar memes mean a zerviche da vanjouer ha var behini oa bet gourvezet Salver ar bed. — Goudeze ec’h echuer an Aviel, ha pa glever ar c’homzou-ma : n’oa ket a blas evitho en hostaliri, calonou an oll a vez evel mantret, hag e chomer eno pell ha sioul da zonjal ha da zellet oc’h ar bugel divin ; rak credi a rer he velet beo evel en nosvez ma c’hanaz eno evidomp.
Daoulinet dirak da graouik |