Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



Bez’e p’o va zrompill skiltrus ?
Va zaboulin, va zok bouch ruz ?
Pe va c’hontellik troad melen,
Eur suterezig en he fenn ?

Sell ! cas ganhez va c'houlmik venn
En he c’haouet souchet kempen ;
Neuze, mar kerez, va beufik
A voar cana ’vel eun eostik.

N’em c’hlevez ket ? gouela a rez ?
Riou ac’h eus mab bihan kez
Ro peoc’h ! ro peoc’h ! ha deus du-ma,
Va mam a rai tan d’as toma.

Petra’s pezo d’as kalanna ?
Oh, mabik bihan, lavar din-ta !
Da boaniou a ra poan din-me,
Mar gouelez, sell, me vouel ive.

Ah ! brema e teu da zonch din,
Va mam hen lare deac’h vintin :
Eur galon venn, eur galon c’hlan
Eo a blich d’ar mabik bihan.

Neket madigou, braoigou
Eo a glaskez en da graou,
Mes eur galon voar da garet
Ha pidi dirazout stouet.

Da zaoulagad a bar skedus,
Var ar bugel mad, truezus
A voar lacat gant he zornik
Bara e dorn ar minorik.

Ro-ta, va mam, ha ro fennoz,
D’ar beorien geiz va dillad coz.
D’ar vugale a zo e poan,
Evel m’ema’r mabik bihan.

Va mam, lavar din ar beden
A livirin iviziken :
Mabik Jesus, me ho caro !
Mabik Jesus am bennigo !

————


Cantik en henor da hano Jesus.
————
Ton : Ni ho salud, ô leun a c’hras.


1

E peb amzer hag e pep bro
Ra vo benniget hoc’h hano,
Jesus !
Ra vo benniget hoc’h hano.

2

Euz eur penn d’ar penn all ar bed,
’Tle gant an oll beza meulet
Jesus !
’Tle gantan oll beza meulet.

3

D’hoc’h hano pep glin ’dle plega,
Hag er bed all hag er bed-ma.
Jesus !
Hag er bed all hag er bed-ma.

4

Dindan an Env ’vit bea salo,
N’eus roet ken nemet hoc’h hano,
Jesus !
N’eus roet ken nemet hoc’h hano.

5

Gant fizians nep en em erbed
Ouz boc’h hano, ’vezo salvet,
Jesus !
Ouz hoc’h hano, ’vezo salvet.

6

Eun eol dous eo hag eul louzou,
A bare an oll glenvejou
Jesus !
A bare an oll glenvejou.

7

D’ar galon e ro levenez
Ha d’an ene magadurez.
Jesus !
Ha d’an ene magadurez.

8

Sclerijen a ro d’ar speret,
Ha strafuil bras d’an drouk-speret.
Jesus !
Ha strafuil bras d’an drouk-speret.

9

Nep en deuz eur vech tanveet
Dousder hoc’h hano benniget
Jesus !
Dousder hoc’h hano benniget ;

10

Ne gaf mui netra dudius
Nemet hoc’h hano burzudus.
Jesus !
Nemet hoc’h hano, va Jesus.