Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/450

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 434 —

Setu penauz en deus Doue va galvet da veza missioner pa zonjen nebeuta.

————


Eun Oferen var ar Mor
————
I

E mare ma edo an dispac’h en he voassa, ha ma edo ar strafuil o ren dre ar Frans oll, e Breiz-Izel couls hag e leac’h all, ha marteze zoken muioc’h e Breiz-Izel evit e leac’h all, daou zijentil a veache dre an arvor eur pardaesvez a vis mae 1794. Ne ouient nemeur peleac’h ez eant, rag ne anaient ket ar c’harter, n’o doa ket a arc’hant, na paperiou evit rei da anout piou oant.

En amzer-ze ez oa cals tud evelse, tec’het euz ho c’harter dre aoun rag an dispac’h, hag a iea eleac’h ma c’hellent mont e carteriou dianavezet. Gouscoude ar re a iea evelse da redek hent o deveze clevet araog ditour euz a eun ti, euz eur c’hastel bennag eleac’h ma c’houient e vije roet digemer dezho hag ec’h aljent cuzet.

An daou zijentil-ma a glaske an hent da vaner Kerlagen. Edont abaoue daou pe dri dervez o vale, hag evel ma voant paour Job, e voa red dezho clask ho zam hag ho lojeiz dre ma’z eant. Ne voant nemeur dinec’h, rag ouspen ma o devoa da zioual na goesjent etre daouarn ar re c’hlaz a gavet o vale dre ar vro pa zonjet nebeuta, an dud divar ar meas ne voant ket ken nebeut douget da rei digemer da dud ha ne anaient ket. Kementse ne de ket souez. Tieien Breiz-Izel n’eus ket guelloc’h evitho da zigemeret en ho zi peorien hag emzivadet, ha da ranna