Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/470

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 454 —


An Derven hag ar Benduen.
————

Eun deiz e clevet an Derven
O lavaret d’ar Benduen :
« Ne ket ep abeg a dra sur
« En em glemit euz an natur ;
« Bet eo, ep lavaret geier
« Eur guir lesvam en ho kenver.
« Eul laouenan, eur gellienen,
« A zo re zam deoc’h da zougen ;
« Eur mouch avel, eun ezennik,
« A ra deoc’h plega ho pennik.
« Ma vije c’hui da viana,
« A zafche tost dinme ama,
« Gant va scourrou braz e c’haljen
« Oc’h an avelou ho tifen,
« Evel ma tifennan bemdez
« Tro var dro an amezegez,
« Me ro goasked ha goudouren
« Da gement a zo em c’hichen.
« Mes c’hui ia du-ze da zevel
« E tachen ar pevar avel
« Var ribl an dour, er prajeier
« En ardanez pep goal amzer ;
« Eur barr avel, eur gorventen
« A c’hell ho stleper oc’h torgen. »
D’ar c’homzou-ze ar benduen
A lavar oc’h heja he fenn :
« Amezogez, trugarecaat ;
« C’hui ’c’heuz eur galon cals re vad !
« N’o pet nec’h ebet ganeme,
« Boaz oun da heja evelse ;
« Me a zo soubl va izili,
« Hag a c’hoar plega ep terri,
« An avelou ar re voasa
« A ia dreist-hon ep va glaza ;
« C’hui kentoc’h, a ve goal laket
« Gant an avelou fuloret.
« Ep dale, credabl, ni velo,
« Oc’h goal amzer piou a harpo.
Etre daou setu er woalern
Coumoullen du ken na lugern :
Ar gournaouek en he gerc’hen,
A ioa e counnar o tougen
Goasa barr avel a zo bet
Guelet biscoaz ebars er bed.
Luc’hed a dars, kurun a groz
E creiz an deiz e teu an noz ;
Cazerc’h a guez ’vel bolodou
Hag a dompi ’vel morzoliou.
Avel a c’hoez, a zourr, a voud
Pep tra a gren hag a hirvoud.
Storlocat a ra’n dorojou,
Stracal a ra an toennou ;
Tiez a goez dindan ar bar,
Ar guez a blek bete’n douar
Cridi a rafet an avel foll
A ia da zistruj’ ar bed oll.
Ar benduen a zo hejet
Bransellet, caset, digaset.
An derven avad ne ra van
Delc’her a ra sounn ha dizoan
Ar potr avel, en he gounnar
A ra tousmac’h, a ra safar
Hogen e creiz an abaden
Setu clever eur stracaden,
An derven otus zo faoutet,
He scourrou bras zo discaret.
He blenchou var al letonen
A ia da ober baoziaden.
Ouzoc’h e comzer, tud nerzuz,
C’hui, potred vad, tud galloudus ;
Aliez e pakit hoc’h ankou
O clask ober ho fougeou ;
Eleac’h an dudigou displet
A c’hell labourat gant aket
Hag a vef beteg an termen
Merket gant ar Mestr souveren.

————