Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/474

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 458 —

velet resusitet, n’o doa nemet scrifa dezhan en eul leac’h a vercaz, hag e roje dezho ho goulen gant ma o divije eur rezon vad bennak.

Antronos ne velet nemet tud o vont da gas liziri d’al leac’h merket gant an ankou. N’oa douet ebet n’o doa ar re-ze oll c’hoant da velet e buez adarre kerent dezho, maro ouspen daouzek vloaz a ioa, mes a ioa sonch mad anezho c’hoaz. An ankou he unan a grede kementse. Hogen souezet braz e voue pa zigoraz al liziri. Oll oant scrifet gant tud hag o doa collet unan bennag euz ho c’herent nesa n’oa ket c’hoaz a zaouzek vloas. Goulen a reant en han’ Doue ne vije ket digaset ho zud en dro.

Eun intanvez a bede caloneg an ancou da lezel er vered he fried e serr pehini, emezhi, e devoa bet poan avoalc’h. Eun intanv a lavare ne felle ket dezhan e teuje he bried e buez, rak cavet en doa eun all hag a blije dezhan cals muioc’h ; hag edo e sonch d’he c’hemeret. Bugale a ioa brema o veva en ho roll, ne rea netra muioc’h a aoun dezho eget guelet ho zad o tont adarre var an douar, rak n’o divije buez vad ebet diouthan. N’ous pet hini, o doa bet heritach en daouzek vloas diveza, a ioa mantret oll o sonjal e vije red dezho disteleur ar pez o doa bet. Eun amezek a ioa strafuillet oll o sonjal e teuje adarre he amezeg e buez, rag he stal a iea cals guelloc’h en dro abaoue m’oa maro an amezek-ze. Eur breur a grene gant aoun na deuje he vreur en dro, rak red e vije dezhan ranna ganthan, ha ne gave ket dezhan e vije tam re vraz he lod. Eur c’hulator a c’houlenne ma vije lezet er bez tad ar vinoret a c’houarne, rag en eur c’houarn tra ar vinoret-ze e c’helle gouarn cals guelloc’h he dra he unan. Bete tadou ha mamou a bede an ancou da lezel ar vugale o doa collet eleac’h ma edont, rak caout a rea dezho