Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/475

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 459 —

o devoa c’hoaz avoalc’h ha re da vaga, da zevel ha da argoulaoui.

Pa voa deut an dervez merket ganthan, an Ancou en em gavaz er vered, evel ma en devoa lavaret. Neuze tud kaer a ieas, ne ket a hiniennou, mes oll a vanden, d’he bidi da lezel ar re varo en ho beziou ; ne c’houlennent ken gras digant Doue, rak goude beza sonjet mad, eo’h anavezent ne vije ket eur vad evitho e safje ho zud euz a varo da veo.

— Anzao a rit eta, eme an ankou, ez eo eur vad, eur blijadur eo a ran deoc’h kentoc’h eget eun drouk pe eur boan pa deuan da ober eun dro en ho touez ! Anzao a rit eta n’oc’h eus ket kement a geus d’ho tud varo evel ma tiskuezit, rak ma o pije, e c’houlenjac’h ho guelet o tistrei. Perag eta kement a gri, a c’hrosmol var va lerc’h ? Perak kement a orbidou pa varf unan euz ho tud ?

Evit en dro-ma Doue a ro deoc’h ho coulen, mes bezit furoc’h eur vech all.

An Ankou a ieas kuit var gementse, hag ar re varo a chomaz er vered. Abaoue, a leverer, tud kær B… a vez didrousoc’h pa gaser ho re varo d’an douar, hag a zoug ho c’hanv siouloc’h.

————


AR C’HANVAL
————

Er vro-ma ne vez ket guelet aliez a Ganvalet ; gouscoude eus bet digasset unan bennag avechou da ziskuez. Unan eus ar guechou kenta ma voue guelet eur c’hanval e Breiz-Izel, e tremene dre vourg G… hag oa bodet eur vanden dud var he dro da