Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/488

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 472 —

digar ; eun orgouilluz e sao da veza. Ma n’hen deskit ket da veza hegaratoc’h, me hen tenno euz ar scol, hag a rai he scolia er gear dirak va daoulagad.

Al loened all a deuaz ive pephini d’he dro, ha pephini en doa eur rebech bennak da ober d’ar mestr scol.

An ourz a gave he oursien bihan pataok ; al louarn en doa aoun na deuje he vugale da veza re fin ; ar guic’her a gave dezhan e voa re a finv en he re ; ar penmoc’h a lavaraz en eur c’hrognal e teue he voc’hikou bihan lousoc’h lousa : caer a ioa ho goalc’hi meur a vech bemdez, e vezent ato goloet a gaillar pa zistroent euz ar scol. An azen zoken, en eur sifronellat a douaz ez ea bemdez sotoc’h sota he vugale. Skuiz oc’h ho c’hlevet, ar c’hi barbet a lavaras : va mignoned, eûnit eun nebeut ho pugale, ha roit skuer vad dezho, ha neuze digasit-hi d’ar scol.

————


An Azen hag ar Marc’h coz
————

Goude’n eost ema ar c’hiz da lacat al loenet er ragein. Eun tiec eta a gassas eun dervez, e miz guengolo, da eur foennec vras, he jatal oll en eur vanden. Bez’ e voa leou, saout, ejennet, denvet, kezeg, hag ive eun azen. Peuri a ioa beteg an daoulagad, hag ep dale e comansas starda varnezho. En em zestum a rejont e corn ar foenneg, en dizheol, da ober eun ean. Ar bourric a gredas en doa cavet eun dro vrao da ober eur brezegen. Diskuiz oa, n’en doa ket a naoun, ha neuze en he benn ez oa eur mennos pe eur zonch euz ar re gaera, ar pez ne zigouez