Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/505

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 489 —

grenaden ar volz azioc’h he benn, ha ma coezaz, a gostez dezhan, eun dolzennad vraz a zouar hag a vein.

O burzud ! ar bern douar ha mein-ze a reaz evel eur c’hleuz en toul lagen, bag el leac’h a behini e voant distaget e voa eur ribin dre behini e c’hellaz ar poder cripat ha sevel euz an islonk var an hent.

He gar hag he vul en doa collet, mes he vuez a ioa e savete, hag e zea ac’hano d’ar gær difouge.

N’oa ket eat a bell pa zigouezas ganthan eur beacher :

— Da beleac’h e zit evelse, poder ?

— D’ar gær em eus sonch da vont, mar plich gant Doue, da labourat var va micher.

— Doue r’ho tiouallo, va breur, eme an tremeniat.

Hema oa sant Ian digaset gant Doue da velet ha distroet oa ar pec’her-ze outhan. Buan e zeas da gaout Jesus da gas dezhan ar c’helou laouen, hag an selez a ganaz ar c’hantig a laouenedigez a vez en Env pa zistro eun danvad dianket da graou ar pastor mad.

————


DEK MIGNON
————

Eur musulman pinvidik braz, hanvet Kader, n’en doa nemet eur map. Ar map-ze, hanvet Saïd, o velet kement a zanvez dezhan, a daole aour hag arc’hant a leiz he grabanou, a zeou hag a gleis. He dad a garie kement he vap, ma hen leze da ober ar pez a gare ; gouscoude en devoa nec’h o velet pe ger prodig oa, hag o veza coezet clanv, e sonjaz oa deut ar