Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

Biscoas goulen n’en doa great mui a blijadur d’ar vam gristen. D’he zro e teuas daelou a laouenidigez en he daoulagad o velet calon vad he merc’hed, ha var an heur e roas dezo ar pez a c’houlennent. Mes lezomp ar maner evit mont varlerc’h Laouik.

Madalen hag he map cossa a voa cousket pe da viana anter gousket unan a bep tu d’an tan o c’hortoz ar mare da vont d’ar Pelgent. Pa lavaran en dro d’an tan, e fazian ; guell e ve lavaret, unan a bep tu d’an oalet ; rag n’oa nemeur a geuneut d’ober tan. Setu hi o clevet trous er penn izela an ti.

Daoust ha Laouik a ve clan ? Eme ar vam, hag hi buan da velet. Mes souezet e voue oc’h he velet o tont en ti gant eur pez tam coat var he scoas. A beleac’h e teuez emezhi ! — Eteo Nedelek ! eme ar bugel ! Eteo Nedelek ! eme ar map cossa.

— Va mam, eme Laouik, hirio er Pelgent e c’hallot lavaret eur Bater muioc’h evit an dimezellet. Digantho em eus bet an eteo-ma. Ep dale e voue guelet tan bras en oalet, hag eteo Nedelek o tevi en ti paour kercouls a ma rea e tiez ar binvidien. Ho zri e kichen an tan, ar verc’h vian pehini a voa dihunet, ha beteg an hini glan, oll oa deut al laouenedigez dezo gant eteo Nedelek ; ha Laouik a voue lezet da vontive d’ar Pelgent gant he vreur hag he vam.

An intanvez a bedas c’huec epad ar Pelgent. Mes en eur vont hag en eur zont ne gomze nemeur. Eun dra a rea nec’h dizi. E Breiz-Izel e ma ar c’hiz da gaout fiscoan pa zistroer eus an oferen a anternoz. Madalen bete neuze e devoa ive bep bloas roet ho fiscoan d’he bugale an nosvez-ze. Mes brema ne voa tam en ti, a veac’h o divije eur c’hinaouat bennag antronoz. Red e vije chom ep fiscoan. Setu ar pez a rea anken d’ar vam baour. Hogen er maner e voa sonjet ive e kemense. An Itron Kerivaz hag he zeir