Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

dall var an douar, ha siouas, n’en doa guelet morse a sclerijen.

Setu neuze, e creiz an nos du ha sioul, ar vam gez o clevet trous treid unan bennag o tont d’ar red varzu al lochen. Aoun e devoue, rak n’edo o c’hortos den, hag ep he zonjal e kemeraz he mab etre he divrec’h evel p’e divije aoun na vije lamet diganthi. An nor a zigor, ha Sara a vel he fried, an den mad ha fur Esdras, ar c’henta euz ar bastored a ioa eat eun nebeut derveziou diaraok da gas ho bandennou chatal d’ar peuriou drus. Souezet meurbet, Sara a ziscrogaz euz he bugel, hag a c’houlennas, leun a nec’hamant !

— Petra zo digouezet ? Eur reus bennag ? Eat eo an denved gant ar bleiz ? Mes nan, ne c’heus goal gelou ebet da lavaret din, rak guelet a ran out laouen.

— Sara ! Sara! Eme Esdras, bez laouen ; eur c’helou braz hag eürus meurbet am eus da zigas dit ! Cleo, edomp digouezet e carter Jorah, eleac’h ma sao ar guez palmez brao-ze ac’h eus guelet. Savet on doa hon teltou er meziou evit dioual ac’hano hor bandennou chatal. Noz oa pell a ioa, hag e sellemp gant plijadur oc’h ar stered e bolz an Env, pa on eus guelet en eun taol eur sclerijen dispar en dro deomp. Kerkent on eus guelet eun eal en deus discleriet deomp, en eur gana dudius, e voa ganet henoz ar Messi prometet d’hon tadou.

— Oh va Doue, petra a glevan-me ?

— Meur a hini euz ar bastored a zo eat dioc’htu da Vethlehem ; cavet o deus Mari ha Joseph, hag ar bugel mailluret en eur c’hraou. Daoulinet o deus dirazhan, hag oz int distroet d’hor c’haout en eur veuli ha trugarecat Doue euz ar pez o devoa guelet.

— O va Doue, eme verc’h Israel, o sevel he daou-