Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —

sioul o sonjal en he c’halon en traou burzuduz a ioa digouezet.

Ar mabik Jesus, a lavarer, a reaz eur c’hoarz o velet en he gichen ar bugel dall hag he rener an oanik guenn.

Esdraz ha Sara a ioa eno etouez ar foul. Ho daou e leverjont var eun dro : O va Doue ! ne ket eun uvre eo ? Nephtali ama ! hag e zeant da glask mont dre douez an dud d’he gaout. Araok avad ma o devoa gallet mont beteg enhan, an dallik paour, leun a feiz hag a garantez, en doa gallet cregi e dornig ar mabik Jesus hag he lacat var he galon, ha kerkent oa digoret he zaoulagad hac e vele couls ha nicun.

Ervez eur greden devot, setu eno unan euz ar burzudou a reaz ar mabik Jesus prest goude he c’hinivelez.

Neuze kement a ioa eno, eat er meaz anezho ho unan gant ho levenez hag ho anaoudegez vad, en em lakeas da gana calonek cantig an Elez : Gloar da Zoue en huela euz an Envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad.

————


Da galon sakr Jesus.
————

Sant Ian, abostol ar garantez, o veza en em ziskuezet da santez Jertrud, a lavare dezhi : « Pa vezo deut ar bed coz, ha pa vezo eat ien ar garantez enhan, me a zisculio dezhan secrejou ar galon sacr. »

An taol a zo great ; ar bed zo deut da veza coz ; ha mar gueler kementse eun tu bennag, eo en hon