Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

Bemdez an demezel Lyonn a reseve eur vers bennag, eur zon bennak great var an darvout digouezet ganthi. He unan e c’hoarze gant ar soniou-ze. Gouscoude e sonje pe gen nebeut zo da fiziout er bed ; ne zonje ket avad he guitaat. Re e carie ar frankiz a gave enhan. En em rei a rea epken muioc’h d’an oberou a drugarez, hag e lenne levriou mad eleac’h al levriou danjeruz a lenne kentoc’h.

Doue a deuas d’he gelver en eur c’hiz all. Eur mintinvez, en he c’hambr, Rozali a velaz eun den iaouang, divar dro Lyon, en doa great al lez dezhi eur pennad mad, hag a ioa maro nebeut amzer a ioa er vrezel. Var he zaoulin edo, croaziet he zaouarn, hag e tiskueze beza ankeniet ha poaniet bras. « Ah ! demezel, emezhan, nag hen a zo Doue braz ha just ! N’eus netra vian dirag he zaoulagad : pep tra zo poezet, hag a reseo punision pe recompans ! »

Rozali a c’houlennaz oc’h an ene-ze ha salvet oa, hag e lavaraz en doa great Doue trugarez dezhi abalamour ma zoa bet mad oc’h ar beorien.

An ene-ze a chomaz eur pennad mad da gomz outhi, ha Rozali a voue ker strafuillet, a ioa, pa deuaz euz he c’hambr ken drouklivet, ken dishenvelezet, ma he c’havet coseet euz a zek vloaz. He mam he unan e devoa beac’h oc’h he anaout.

Neuze an demezel a lezaz ar fouge ha plijadurezou an douar evit en em rei d’an oberou a drugarez epken ha d’ar binijen. Ne felle ket avad dezhi mont d’ar gouent ; sonjal epken en eur gouent a rea dezhi scrija ha crena.

An tad Colombier he alias da vont da gomz oc’h ar c’hoar Mac’harit-Mari evit tenna frouez euz he aliou. Mont a reaz evit senti ; mogeriou ar gouent avad a rea ato aoun dezhi. Mac’harit-Mari a vouie e felle da Jesus-Christ he c’haout er gouent-ze, mes