Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

a zride, hag a astenne he zivrec’h, hag a zache o clask mont da gaout an itron gaer ; ha pa glaske he vam he drei da zellet e lec’h all, e crie hag e neze he gorf ken na veze troet oc’h al leac’h ma lavare ar vugale e velent imach mam Doue.

Goude ar Magnificat e voue canet an Inviolata. Epad ma he c’hanet, ar Verc’hez santel a zavaz eun tamig he daouarn hag a vusc’hoarzaz oc’h ar vugale.

Neuze e voue canet ar Salve, Regina.

Mari neuze a dosteaz he daou zorn an eil oc’h egile evel evit dougen eun dra bennag, hag e voue guelet eur groas ruz etre he daouarn. Ar c’hrist a ioa rusoc’h hag astennet var ar groas. Azioc’h e zoa scrifet e lizerennou bras : Jesus-Christ.

Cana a rejot c’hoas kanticou hag al litaniou.

Neuze e savaz eur c’helc’h glas tro var dro d’ar skeuden ha var ar c’helc’h-ze, e kichen an treid hag e kichen an diouscoas, pevar bilet ber. Neuze euz a zindan treid ar Verc’hez e savaz eur stereden pehini a elumaz ar pevar bilet hag a ieas goudeze d’en em lacat etouez stered ar gurunen.

Erfin e voue guelet ar Verc’hez evel pa vije o sacha a dre he c’hein eur gouel guenn, bras meurbet, gant pehini en em c’holoe oll. Ne velet mui nemet beg ar gurunen ; hag eur pennad goude ne velet mui netra.

Kementse a ioa padet teir heur, adalek c’huec’h heur bete nao. — Caer zo bet o clask gourdrouz ar vugale, n’eus morse gallet ho lacat d’en em zislavaret var ar pez o doa guelet.

————