Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

burzudus ma comzomp anezho ; ken n’e deuz an ilis douget he barnedigez ne c’hellomp lavaret ken ; hogen merca a reomp an traou-ze evit creski feiz ha devosion ar gristenien e kenver hor zalver hag he vam santel. Ni christenien catolig a c’hoar ervad, pa ve meneg a draou burzudus, ne goust ket hirroc’h d’an Aotrou Doue rei ar vuez da eun den maro eget berraat euz eun dervez pe eun heur epken ar c’hlenvet crog en eun den.

« Lizer digant M... da Ch... Miz even 1864.

« Aotrou person, »

Eur poder iaouank, bet epad daou vloaz o labourat var he vicher e Daoulas, hag o veza bet ac’hano an eur vad da vont da bardona da Itron-Varia Rumengoll, en deus dalc’het sonch mad euz al leac’h-ze dre ar grasou a scuil gant largentez Itron Varia remed oll var he bugale vad pa en em erbedont outhi. Dalc’het oa gant eur c’hlenvet a beultrin, hag e taole ar goad couls lavaret bemdez. Implijet en doa a bep seurt louzeier, hag e crede ervad n’oa pare ebet evithan, pa deuas da zonch dezhan euz a c’halloud an hini a zo iec’hed ar re glanv. En em erbedi a reaz oc’h ar vam vad-ze, hag e voestlas rei dezhi daou bod da lacat bokedou, euz ar podou fin a rer e Langeais (Indr-ha-Loer).

Itron Varia Rumengoll a zilaouaz he beden ; pareet eo dre vurzud ha dre c’hallout mam Doue.

An den iaouank-ze eo va breur caer ; ema o chom e Langeais, ha digaset en deus din an daou bod oc’h va fidi d’ho c’has beteg iliz an itron Varia.

Mar oc’h eus c’hoant da c’houzout hano va breur caer, setu hen ama : Felix Pichot, podeur e Langeais. »

Per M...

————