Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

en eul leac’h hag a gredent ervad a c’heljent da dizout euz ar vak pa deuje ar gourleun. En em glevet a rejont eta, d’ar meurs Fask, da zont buan ha buan goude an oferen bred, da zistaga eur vak vian ha da ziscar ganthi an neiziou o doa cavet, araok ma vije digouezet ar re vraz er gaer. Rag aoun o devoa, ma vije ho zud var al leac’h, ne vijent ket lezet da ober ho ïoul.

Tud an enezen-ze a zo christenien vad, hag a vir ar goueliou, zoken ar re n’int ket berz, evel ar zul. Ne deont ket d’ho labour en derveziou-ze, hag evelse d’al lun ha d’ar meurs Fask edo an oll bagou euz an enez oc’h eana en tamouigou aber a zervich dezho da berzier mor. Ar botred-ma-ta ne vouent ket pell evit distaga eur vak vian a ioa enhi diou rouenv. hag en em lacat da rouenvat evit dont da gaout ar vri. Hogen re zivezad oant en em gavet. Ar gourleun a ioa tremenet, hag ar mor a ioa o tisken. An oll a voar seul vrasoc’h ma vez ar mare, seul vui a diz hag a gas a vez var an dour o tisken couls hag o pignat. Ama-ta ar mor a voue trec’h d’ar vugale-se ; kaer o devoa rouenvat, eleac’h tostat oc’h an douar eo pellaat a reant. Ar mor a zache gantha ar vagik, ha gant kement a dis, ma o devoa ep dale beac’h o velet an douar ha ma na c’heljet mui ho guelet euz an enez.

Sonjit-ta e pe stuz en em gave an tri bugel kez-ma ! en eur vagig ha n’oa ket brasoc’h eget eur glosen graon, var eur mor ken houliuz ha ken danjeruz ha ma zeo al leac’h ma en em gavent enhan ! Al leac’h-ze a c’halver ar Raz hag an oll a anavez al lavar-ma a glever alies gant tud ar c’harter :

Biscoas den ne dremenaz ar Raz.
Ep m’en dije aoun pe c’hlaz.