me a roi d’eoc’h ar pez a vezo dleet. Hag ar re-ma a ieaz. Vardro c’huec’h ha nav heur ez eaz c’hoaz hag a reaz ar memez tra. Mont a reaz erfin vardro unnek heur, hag o kaout c’hoaz re all dilabour, e lavar d’ezho : Perak e chomit ama bed ann deiz heb ober netra ? Abalamour, emezho, den n’en deuz hor goulennet. Hag e lavaraz dezho : It ive c’hui d’am guinien. Pa oue deuet ar pardaez, mestr ar vinien a lavar d’ann hini a emelle euz be zanvez : Galvit al labourerien ha roit ho fae d’ezho o koumans dre ar re ziveza evil echui dre ar re genta. Pa dostaaz ar re a ioa deuet vardro unneg heur, o devoue peb a ziner. Hag ar re genta o tont neuze a zonje kaout muioc’h. Mes, roet oue ive eunn diner da bep hini anezho. Hag ouz her c’hemeret ec’h en em glemment euz ann tad a famill, o lavaret : Ar re ziveza-ma o deuz labouret eunn heur, hag e roit d’ezho keit ha d’eomp-ni on
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/100
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —