Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

daouzeg all evit ann deiz a hed ar bloaz. Gant kement-se eo eaz gouzout vardro pe vare euz ann deiz oa deuet peb rumm da labourat, hag e veler ive oa tost d’ar pardaez pa zigueze unneg heur.

Ama adarre ann Tad a famill eo ann Aotrou Doue, hag ar vinien eo ann ene a roaz da bep hini ac’hanomp o kemenn d’eomp he labourat evit ma tougo frouez kaer ha puill d’ezhan. Dleet eo, a dra zur, e rofe ann dachenn-ze eost mad d’ar perc’henn, o veza douar dibab krouet ganthan diouz he henveledigez, ha douret bemdez dre eur mor a c’hrasou lezet etre hon daouarn e seiz feunteun ar zakramanchou.

Galvet omp d’al labour mintin-mad, da lavaret eo kentre ma teu d’eomp ar skiant ; hag e servich eun tad ken karantezuz e tlefemp tremen hor buez penn-da-benn. Koulz a zo, n’eo ket hirroc’h eged eun devez p’he lakeomp dirag ann eternite.

Peger berr bennag eo ann amzer, ma