kouarn goest d’hen ober. Mes, he ziskibien a c’houlenne outhan petra oa ar barabolenn-ze. Hag hen a lavaraz d’ezho : C’hui oc’h euz ar c’hras da anaout mister rouantelez Doue ; d’ar re all avad e vezo diskuezet e parabolennou, evit na velint kel ar pez a zo dirag ho daoulagad, ha ne gomprenint ket ar pez a glevont. Setu ama petra eo ar barabolenn. Ann had a zo komsou Doue. Ar pez a guez var ann hent a verk ann dud a zelaou ar c’homzou-ze, mes, ann diaoul a deu goude da lamet ar gentel euz ho c’haloun, enn aoun na vent salvet ouz he c’hredi. Ar pez a guez var ar vein eo ann dud a glev hag a zigemer gant plijadur ar c’homsou-ze, mes, grizien n’o deuz ket, hag o veza kredet evit eur pennadik, e tec’hont raktal ma teu ann dentasion. Ar pez a guez etouez ar spern eo ar re a zelaouaz mad, mes, evel m’int troet ouz traou ar bed, ann dan-
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/107
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —