Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

vez hag ann ebatou, komsou Doue a vez mouget ha ne zougont ket a frouez. Evit ar pez a guezaz enn douar mad eo ar re, o klevet komsou Doue gant eur galoun ehun ha leal, a zeu d'ho miret hag a ro frouez dre ar basianted.


Ar greun mad.


Hor Zalver o veza diskleriet freaz aoualc’h ar gentel zo er barabolenn-ma, ne vezo ket ret d’eomp poueza eur c’halz varnezhi. Pec’hed e ve koulzgoude tremen heb evesaat eunn nebeut pa lavar d’eomp ann Aviel : Selaouet, neb en deus diouskouarn d’hen ober, qui habet aures audiendi, audiat. Rak, kement-ze a ro da anaout eo talvoudeg sellet piz ouz he gelennadurez.

Ann hader kenta, ann hader braz eo Jezuz he unan a roaz d’ann dud ar c’haera kenteliou. Ann haderien all deuet var-lerc’h eo ann ebestel, ann eskibien ha