Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

bour. Aketuz int ive d’he zoura dre ar bedenn hag ann oberou santel ; ha c’huennat a reont euz ho c’haloun ann holl louzeier noazuz. Rak-ze e lavar Hor Zalver: afferunt fructum in patientiâ. Ia, o c’houzanv hag o tioueret kalz a draou e tougont frouez mad evit rouantelez ann Env.

Eur zell brema ouzomp hon unan evit gouzout gant pe rumm e ve hor plas. Aliez guech, a dra zur, eo bet taolet stang ha puill en hor c’haloun ann had dispar-ze a zo komsou Doue. Ma n'eo ket doareet kaer ann eost bete vrema, labouromp guelloc’h hiviziken, rak ne vezo euruz nemed ar re, goude klevet kenteliou ann Aviel, o devezo hi miret ervad. Plijet gant Doue e vemp holl etouez ar gristenien-ze ! Evel-se-bezet-great.


————