Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —
SUL
AR C’HUINKUAJESIM, PE AR ZUL ENED
(Sant Lukas, Chab. xviii.)
————
Jezuz o kemeret ganthan he zaouzeg Abostol a lavaraz d’ezho : Setu ni o vont da Jerusalem, hag eno e c’hoarvezo kement zo skrivet gant ar bropheted divar benn Mab ann den ; rak lakeat e vezo etre daouarn tud estren, goapeat ha goude her beza skourjezet hen lakaint d’ar maro, ha d’ann trede deiz e savo adarre da veo. Mes, hi ne goumprenjont netra holl a gement-ze ; evitho he gomsou a ioa goloet ha ne ouient ket petra lavare. Ha pa oue tost da Jericho, setu eunn den dall azezet e tal ann hent o c’houlenn ann aluzenn. Hag o klevet