Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

eleiz a dud o tremen e c’houlenoaz petra oa kement-ze. Hag e leverjont d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o vont ebiou. Hag hen da lavaret a boez he benn : Jezuz, mab David, bezet truez ouzinn ! Ar re a ioa enn araok her gourdrouze o klask ober d’ezhan tevel. Mes, hen a lavare kalz c’hoaz hueloc’h : Mab David, bezet truez ouzinn ! Jezuz neuze o chomm a zav a gemennaz ma vije digaset d’he gaout. Ha pa oue deuet tost e reaz outhan ar goulenn-ma : Petra oc’h euz c’hoant a rafen d’ehoc’h ? Hag hema a lavaraz : Aotrou, ober d’inn guelet. Ha Jezuz a lavaraz d’ezhan : Guelit ; ho feiz e deuz ho pareet. Ha raktal e velaz, hag ez ea da heul Hor Zalver enn eur veuli Doue. O velet kement-ze, ar bobl holl ive a roaz meuleudi da Zoue.