Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

eur mision, eur retred pe eunn adorasion bennag ? Neuze e teu d’ho klask ha da ginnig d’ehoc’h ar sklerijenn. Diblasit eta da vont d’he gaout. N’oc’h euz ket a feiz a leverot ; ne gredit netra ann holl ! Eno dres ema ho klenved ; ann dra-ze eo a ra d’ehoc’h beza dall. Mes, paour Jericho ne vele berad ken nebeut. Eveldhan pedit stard, hag Hor Zalver en devezo ive truez ouzoc’h. Goude beza bet diganthan ar genta sklerijenn, c’hui lavaro ec’hiz ann Ebestel : Domine, adauge nobis fidem, Aotrou, kreskit hor feiz ; hag e teuot da velet ker sklear ha pep unan.

Heb ma vent dall put, henvel ouz ar rumm-ze, kalz kristenien a zo tenval ho daoulagad, pa ne velont ket ar gentel a ro d’ezho ann Iliz enn Aviel hirio. Perag e komz ar vamm-ze euz Pasion ha maro Jezuz-Krist, nemed evit ober d’eomp kasaat ar pec’hed zo bet kaoz euz holl boaniou hon Doue ? E pet, hag e pet kant leac’h, e doug ann deiziou ened, ne deuer