Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/120

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

pren ket ar gentel-ma a zo dall aoualc’h hag en deuz, evel paour Jericho, leac’h da lavaret : Domine, fac ut videam, va Doue, grit ma velinn sklear, ha ma kerzinn neuze dre ann hent euz ho lezenn. Evel-se-bezet-great.





MERC’HER AL LUDU
(Sant Vaze, Ch. vi.)


————


Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Pa iunit na vezet ket glac’haret evel tud a c’hoanta tremen evit ar pez n’int ket ; rak ar re-ze a gemer eunn doare distrounket evit mac’h anavezo ann holl e iunont. E guirionez hen lavaran d’ehoc’h, bet o deuz ann digoll dleet d’ezho. Evidoc’hui pa iunit lakit louzou c’huez-vad var ho penn ha gualc’hit ho tremm, evit na vezo ket anavezet ho iun gant ann dud, mes, hebken gant ho Tad a zo el