Ann Iliz ne lavar ket d’eomp : va mab pe va merc’h, deskit eo ret mervel. Ezomm ebet d’hor c’helenn var gement-ze. Pa velomp n’euz espernet den bete vrema, e c’houzomp e teui ive hon tro eur vech bennag. Rak-ze ann drouk-spered ne gomz ket ouzomp evel guechall ouz Eva : Nequaquàm morieris, ne varvoc’h ket agrenn. Hennez zo eur gaou re anat ; ha mac’h anavesfemp Satan evit eur gaouiad, ne gredfemb mui he guzuliou. Ma klaskomp eta digarez ar maro evit pellaat diouz ar mignoun-ze, ec’h anzavo ganeomp e vezo ret mervel eunn deiz pe eunn all ; mes ker buhan e lavaro ive : Pell ema c’hoaz diouzoc’hui ann divez. Hag evel ne c’houlennomp ket guell eged fiziout var hirr vuez, e selaouomp mouez ann treitour. Abalamour da ze e velit ann den koz koulz hag ann hini iaouank, ar c'hlanvour koulz hag ann neb zo iac’h, o c’hortoz divezatoc’h evit kimmiada diouz ar pec’hed hag ober pinijenn. Ha petra