Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

c’hoanteaz He lakaat d’ober eur burzud araok ar mare merket, e leac’h gortoz eur pennadig ken na zeuje ann elez d’Her servicha. Kollet ar c’hrogat kenta-ze, e klaskaz eur c’hrav all oc’h Hen alia d’en em daoler var he benn divar c’horre ann templ a zigarez ne ziguesje drouk ebet gantban m’ar d’oa Mab Doue, evel m’az oa e guirionez. Kredi aoualc’h a c’heller n’en divije ket torret he c’houzoug ; deuet e vije kentoc’h ann elez d’Hen digemeret var ho divreac’h. Mes, daoust m’en deuz Doue ar c’halloud d’hor miret diouz peb droug a gorf hag a spered, ne dleomp morse, heb ezomm, goulenn diganthan eur burzud evel-se. Hor Zalver hen diskuez hag hen lavar ama freaz aoualc’h.

Trec’het adarre, ann diaoul a zispak eunn higenn all, o lakaat dirag Jezuz holl rouanteleziou ar bed, a vezo roet d’ezhan evit neubeut a dra. N’en deuz nemed plega da adori Satan, hag ema great ar