Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —
am euz lakeat ennhan va holl garantez, selaouit anezhan. Ann diskibien o klevet ze a guezaz var ho genou d’ann douar hag o devoue eur spount vraz. Mes, Jezuz a dostaaz, a douchaz outho hag a lavaraz d’ezho : Savit, ha n’o pezet ket aoun. O sevel neuze ho daoulagad ne veljont den nemed Jezuz he unan. Hag epad ma tiskennent divar ar menez, Jezuz a roaz d’ezho ann urz-ma : Ne gomzit da nikun euz ar pez oc’h euz guelet ken na vezo Mab den savet a douez ar re varo.
Ann Dransfigurasion. — Mignouned Jezuz.
Araog ha goude ar gentel on euz lennet hirio n'oa ken hano gant Hor Zalver nemed euz he Basion a ioa varnez diguezout. O velet kement dismegans a vije great d’ezhan gant ar Iuzevien, hag ar maro kriz a c’houzanvje, oa leac’h da gaout aoun na zeuje feiz ann ebestel da